Diwar-benn
Bet ganet e 2014 en deus an Ensavadur Iliade evit Koun Goshañ Europa koulz an herouezañ hag an treuzkas eus ar glad europat d’ar rummadoù nevez da c’halvedigezh pennañ, a-benn reiñ dezho ar ster hag ar merkoù ret evit addont war ar renk kentañ en istor.
En amzerioù trubuilhet e stummomp saverion, pennoù-embregerezh, ha dreist-holl, treuzkaserion a zougen un hêrezh hag ur spi. Ar gefridi bennañ eus an Ensavadur Iliade zo unan a stummañ, graet dre gelc’hiadoù-bloaz abaoe krouidigezh an ensavadur, tro-dro da bemp dodenn hag a zo an istor, istor ar c’healioù, an divezelezh europat war an emzerc’hel, ar geopolitikerezh hag ar c’healioù er-maez eus ar c’hiz. Ar stummadur pinvidik ha darvennus-se zo graet e Pariz hag e pep lec’h e Bro-Frañs. Bukañ a ra ar pal da reiñ d’ar re yaouank a zo ouzh e heuliañ, ul livenn-gein gefredel ha speredel hag a zo ret dezho, muioc’h hiziv eget biskoazh c’hoazh.
Skignañ a reomp dre an holl zoareoù posupl an anaoudegezh hag an emouez eus an istor, eus ar bivelezh hag eus ar binvidigezh eus sevenadur Europa. Treuzkas a reomp ur sell war ar bed klok, kempoell ha merket don gant ar frankiz, diazezet war an deirzaolenn homerek:
An natur
evel diazez
An dreistelezh
evel pal
Ar gened
evel dremmwel
Bep bloaz e aozomp ur gendael e Pariz kreizennet war un dodenn veur (kenedelezh, ekologiezh, denoniezh, ha kement zo) evit hon prantad amzer. Mennet omp da dolpañ ur gumuniezh spered troet war-zu un dazont boutin : dihun Europiz.
Hon obererezh evit an treuzkas zo merket don gant ul labour diazez. Embann a reomp degadoù a oberennoù orinel en hon pevar dastumad (Longue Mémoire, Cartouches, Agora, Iliade) hag e taskoromp miliadoù a vennegoù referañset war ar porched citatio.eu. Ober a reomp war-dro ar skignañ eus ar c’horpuz kefredel-se dre hanterouriezh hon load Internet hag ar c’henrouedadoù sokial, ivez.
An Ensavadur Iliade zo hon respont da c’herioù Dominique Venner :
Poursuivre